Newsletter Help
Change language Breton (Brezhoneg)

Penaos dont da vezañ ezel

Become a KPR member, and enjoy cheaper prices immediately. Register here.

Delivery to 24 countries is now much cheaper. Click here to learn about new shipping fees to your country.

Furmskrid-emezeliñ

Fellout a ra din bezañ ezel eus KPR

Titouroù diwar-benn an emezeliñ

Adalek miz Gwengolo 2007 e c'hallit dont da vezañ ezel eus KPR petra bennak ma ne gomzit ket pe ne gomprenit ket ar slovakeg.
E 2000 e oa bet savet hor c'hevredigezh e slovakeg. Abaoe ez eus deuet meur a ezel, eus Slovakia hag ar Republik tchek dreist-holl.
Bremañ e c'hallit tennañ gounid eus an emezeliñ da KPR Slovakia ivez – ne vern piv oc'h, na pe yezh a gomzit.
Degemerout a reomp an holl re a zo tomm o c'halon ouzh ar plant. Kit e-barzh diouzhtu!
Un tu fall a zo c'hoazh siwazh: ne voc'h ket gouest da lenn kelaouenn hor c'hevredigezh, Botanix, ma n'oc'h ket evit kompren nep yezh a vez embannet Botanix enni.
Diouzh un tu all, perak ne embannfec'h ket c'hwi hoc'h-unan ho kelaouenn en ho yezh deoc'h-c'hwi? Kejit ouzh liorzhourien all a gomz ho yezh ha krogit e-barzh, o sevel pe o tastum pennadoù dedennus diwar-benn al liorzhouriezh, ar plant, h.a., ha da c'houde krogit gant ho pBotanix deoc'h-c'hwi en ho yezh!
N'eus harz ebet d'ho pleuñvidigezh diabarzh!
Evel-just ne c'haller ket implijout atav an alioù stankoc'h-stankañ roet da liorzhourien Slovakia er broioù pell, ha kenkoulz en tu enep. Setu perak e vefe mat lakaat danvez Botanix da glotañ gant pep yezh ha pep bro.

Dont da vezañ ezel eus KPR Slovakia

Perak dont da vezañ ezel eus KPR?

1. Izili KPR a c'hall prenañ gwelloc'h marc'had. Sellit ouzh ar skouerioù amañ dindan. (n'eus sammad bihanañ ebet evit an urzhiadoù.)

Priz evit izili KPR Priz evit an nann-izili %-distaol
0,50 € 0,70 € 29%
0,70 € 0,90 € 22%
1,00 € 1,50 € 33%
3 € 4 € 25%

2. Pep ezel a c'hall kaout 5 skouerenn had DIGOUST bep bloaz (estreget had gwez-balmez ha raden-balmez, ha had spesadoù zo) diouzh Bank Had ha Plant KPR. Ouzhpenn-se e vez asantet un distaol a 50% evit ar skouerennoù all (ar priz ordinal o vezañ 1 Euro evit ur skouerenn; padal eo ar priz evit izili KPR 0,50 Euro nemetken).

3. Tretet e vez urzhiadoù izili KPR a-raok urzhiadoù an nann-izili.

4. Gallout a rit sellet digoust ouzh an alioù a-fed gounit ar plant en 11 yezh, a-hed ar bloaz

5. Gallout a rit ober gant servijoù ar gont.

Digeriñ ur gont - Titouroù diwar-benn ar gont
Digeriñ ur gont eo an doare aesañ da brenañ e ti KPR. Kas a rit arc'hant deomp a-raok urzhiañ nep tra – pa fell deoc'h urzhiañ un dra bennak e vo tennet ar sammad diouzh ho kont diouzhtu. Da lavaret eo n'hon eus ket da c'hortoz betek ma vo resevet ho paeamant ganeomp, gallout a reomp pakañ ha kas hoc'h urzhiad diouzhtu-kaer. Gouest oc'h da lakaat arc'hant en ho kont e nep mare oc'h ober gant an doareoù paeañ degemeret ganeomp.
Ma fell deoc'h lakaat arc'hant en ho kont, lakait ho niverenn bersonel evidomp da anavezout abeg ho paeamant. Neuze e c'hallomp lakaat an arc'hant-mañ en ho kont, kerkent ha ma vo bet degemeret ganeomp. Gallout a rit lakaat ar sammad a fell deoc'h. Ho kret a c'hallit implijout kerkent ha lakaet ar sammad er gont.
Ma fell deoc'h paeañ un urzhiad dre ho kont, n'ho peus ken nemet kas ar c'hemennad-mañ deomp: "paeet e vo ma urzhiad en ur dennañ ar sammad diouzh ma c'hont Nnn. XXXXXXX" Tennet e vo ar sammad diouzh ho kont, ha kaset e vo deoc'h kerkent ha paket.
Gallout a rit goulenn ma vo daskoret ar sammad a zo en ho kont deoc'h. Hogen mat eo deoc'h gouzout e vo mizoù daskoriñ. N'eus ket mizoù daskoriñ pa vez restaolet an arc'hant dre PayPal; hag ar mizoù uhelañ evit daskoriñ ur sammad en ur ober gant moneybookers.com. a zo 0,50 Euro. N'eus ket mizoù daskoriñ pa vez treuzkaset an arc'hant en ur bank e-barzh Slovakia pe ar Republik tchek. Goulennit ouzhimp, mar plij, ar mizoù/ an doareoù all da baeañ evit ar broioù all. Daskoret e vo hoc'h arc'hant deoc'h a-benn 60 devezh war-lerc'h ho koulenn.
Notenn: oc'h ober gant ur gont ec'h espernoc'h mizoù treuzkas. Treuzkaset e vo hoc'h arc'hant d'ho kont ur wezh nemetken, ha gallout a reot paeañ gant ar gont-mañ ken alies ha ma fello deoc'h.
Gouzout pelloc'h?

6. M'emañ sammad hoc'h urzhiadoù e 2020 en tu all da 80 Euro e c'hallit urzhiañ n'eus forzh pe had pe blant, dezho ur werzh a 10 Euro, digoust!

7. Bep bloaz e vez roet da heul ul lotiri prizioù dezho ur werzh a 50, 30, ha 15 Euro, deoc'h da brenañ traoù en ti-mañ evit mann!

...ha kalz traoù mat ouzhpenn a voc'h kelaouet diwar o fenn.

Divizoù an emezeliñ

1. Rankout a rit leuniañ ar furmskrid-emezeliñ ha paeañ ur skodenn vloaziek a 10 Euro a-raok an 31 a viz Mae eus ar bloaz emezeliñ. Talvezout a ra gwerzh ar skodenn da ziorreiñ obererezhioù KPR dre ar bed.

Skodenn vloaziek evit ar bloaz 2020

(talvezout a ra an emezeliñ adalek an 1.10.2019 betek an 31.12.2020)

Skodenn vloaziek Bloavezh kentañ Adneveziñ evit ar bloaz war-lerc'h
10 Euro 5 Euro

2. Ret eo deoc'h urzhiañ 2 wezh ar bloaz da nebeutañ diwar kinnigoù ar Gevredigezh. N'eus gwerzh vihanañ ebet evit pep urzhiad.

3. Gant ho skodenn e c'hallit reiñ ivez ur sammad ouzhpenn diouzh ho c'hoant, hag a servijo da ziorreiñ rouedad KPR dre ar bed.

Plijout a rafe deoc'h bezañ ezel eus KPR? Aes eo! Kit e-barzh diouzhtu. N'ho peus ken nemet leuniañ ar furmskrid-emezeliñ-mañ.

Furmskrid-emezeliñ

Fellout a ra din bezañ ezel eus KPR


Lakaet ho peus an dra-mañ en ho paner.