Become a KPR member, and enjoy cheaper prices immediately. Register here.
KPR a oa bet savet ez-ofisiel e 2000 e Slovakia (Europa); koulskoude e pourchasomp had ha plant eus ar bed a-bezh abaoe 1998.
Hor pal pennañ eo bodañ liorzhourien eus ar bed a-bezh, ganto a bep seurt diduadennoù, ha sevel ur mell diaz-titouroù diwar-benn an had hag ar plant (bank KPR an had hag ar plant) eus ar bed a-bezh.
Evit poent hon eus 6 iskevredad pennañ (Slovakia, Tchekia, Aostralia, India, Thailand, Afrika ar Su ha Tanzania) hag ouzhpenn 400 kenlabourer ha dastumer had er bed a-bezh.
Hiziv an deiz ez omp gouest da zastum ha da bourchas ouzhpenn 10 000 spesad plant eus ar bed a-bezh.
M'emaoc'h o klask tra pe dra diwar-benn ur plant bennak, ez oc'h erruet e koulz hag e kentel amañ! Evel-just n'emañ ket en hor c'herzh pep plant a zo, met ledanaat a ra hon tachenn bemdez, pazenn-ha-pazenn, had-ha-had, plant-ha-plant. Krediñ a reomp e vimp gouest da bourchas pep tra (tost da vat) a-benn nebeut!
Emañ ouzhpenn 10,000 hadenn ha plantenn eus ar bed a-bezh da werzhañ – gwez-balmez, raden-balmez, brousgwez ha gwez eus broioù pell ha padus ouzh ar rev, plant chugek, kigdebrer, bloaziek, bividik, louzoù kinklus, legumaj, h.a.